mercredi 11 mars 2009

Daou soudard saoz lazhet


Daou soudard saoz zo bet lazhet disadorn da noz, e Massereene, da 25 km eus Belfast. Ouzhpenn an daou soudard bet lazhet gant tennoù mindrailherezigoù, e vefe bet gloazet daou soudard saoz all ha daou zegaser pizza a oa o kas boued d'ar c‘hazarn. Embannet en defe ar strollad "IRA-gwirion" bezañ kiriek eus an tennoù. Un disrann eus Arme Republikan Iwerzhon eo "IRA-gwirion" bet savet e 1997. Anavezet eo evit bezañ aozet unan eus grevusañ gwalldaolioù Iwerzhon, e Omagh e miz Eost 1998, a lazhas 29 den. Diouzhtu eo bet gouarnamantoù Londrez, Dulenn hag hini Norzh Iwerzhon oc‘h embann e oa aze un dagadenn a-enep argerzh ar Peoc'h en Iwerzhon. Abaoe Mae 2007 emañ ar Sinn Féin hag ar Strollad unanour demokratour bodet e gouarnamant Norzh Iwerzhon. "Fellout a ra dezho distruj argerzh nevez ar Peoc'h ha degas ar brezel en-dro en Iwerzhon" eme Gerry Adams, prezidant Sinn Féin, diwar-benn aozerien ar gwalldaol.

Aucun commentaire: