jeudi 12 mars 2009

Chant Nationaliste Breton 2: "Ar Galv"


AR GALV

1
Deus ganimp war an hent bras,
Deus ganimp en avel c'hlan,
D'an aod pe c'hoaz d'ar menez kras,
Da heul toniou drant hor c'han,

Diskan

Ar biniou a son flour,
Hag e tasson an hor c'hreiz,
Hag e tregern us d'an dour,
Skiltr ha lirzin dreist an tour !

2
Bleun al lann hag ar spern-gwenn,
Frondou c'houek ar c'hoadou pin,
Dremm arc'hant ar mor hag a lenn,
D'eoc'h c'houi holl, mont a fell d'in

3
Breur ar c'hoar, ne glavit ket,
Galv ar c'hlasvez war ar maez ?
Ar ruzdez-beure an em led,
Sevel 'ra an heol d'al laez !

4
Ha ma c'houez an avel yen,
Ma teu koumoul war an deiz,
Kana ha c'hoarzin ne raimp ken,
Mibien holl ha merch'ed Breiz !

Kerlann

Aucun commentaire: